Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
III LEVR. — XLIII GENTEL.

zo ; bez’ e tleit beza evel pa vec’h maro war ann douar, evel pa ve maro ar bed holl evid-hoc’h. Red eo ive d’e-hoc’h distrei ho tiskouarn dioc’h kalz a draou, hag en em rei kentoc’h d’ar pez a zigas ar gwir beoc’h d’ar galoun.

Gwell eo distrei ho taoulagad dioc’h ann traou a zisplij d’e-hoc’h, ha lezel pep-hini da gredi evel ma karo, eget ne d-eo ober dael. Ma vec’h hu e-leal enn eunn tu gant Doue, ma ve bepred he varnedigesiou dirak ho taoulagad, e ve easoc’h a ze d’e-hoc’h gouzanv ho poaniou mar teufac’h da veza trec’het.

2. — Ann ene mad — Aotrou, va Doue, petra zo ac’hanomp-ni ! Gouela a reomp pa vezomp o koll madou ar bed ; poania ha redek a reomp evit gounid eunn dra zister, ha ne zalc’homp stad e-bed euz a goll ann ene, pe dihana, mar talc’homp stad ne d-eo nemet a veac’h ha re zivezad, siouaz d’e-omp !

Teurel evez a reomp oc’h ar pez ne dal netra pe a dal nebeud a dra, hag ez omp dievez e-kenver ar pez a zo red

dreist-holl ; rak trei a reomp eaz hor

11*