Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
362
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

gras ar Spered-Santel a glask atao ann neb a zo izel he galoun.

Ma oufac’h-hu en em brizout kement ha netra, hag en em zistaga dioc’h pep karantez oc’h ann holl draou krouet, neuze e skuilfenn grasou stank war-n-hoc’h. Pa droit ho taoulagad da zellet oc’h ann traou krouet, ez it a guz d’ho Krouer.

Deskit eta en em drec’hi e pep tra dre garantez evit ho Krouer, ha neuze ec’h hellot dont da anaout ann Aotrou Doue. Eunn dra hep-ken, pegen dister-bennag eo, a bella diouz-hoc’h ar mad dreist pep mad hag a zaotr hoc’h ene, mar c’hoantait anezhi ha mar karit anezhi dreist-penn.


EVIT HOR C’HELENN.


Dre ar feiz pep tra a zeu da veza santel, dre-z-hi ne d-a netra da goll, netra nemet ar pec’hed. Ne vir ket ouz-omp d’en em garet ann eil egile ; enn enep, n’euz tra strisoc’h eget gourc’hemenn ann Aviel : en em garomp ann eil egile, a lavar dalc’h mad ann Abostol sant Iann. Ann hini n’en deuz ket ar gwir garantez, hen-nez a zo o choum er maro ; ne anavez ket Doue, rak