Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/373

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
361
III LEVR. — XLII GENTEL.

a zo a viskoaz hag a vezo da viken, neuze ne vezo ket mantret ho kaloun gant ar c’hlac’har, petra-bennag e varvfe ho mignoun pe ez afe kuit diouz-hoc’h.

War-n-oun eo e tle beza diazezet ar garantez hoc’h euz evit ho mignoun, hag evid-oun eo e tleit karet kemend hini a gav d’e-hoc’h a zo mad hag a garit stard er bed-man. Hep-d-oun ar garantez ne dalvez netra ha ne hell padout pell amzer. N’euz karantez gwirion na glann e-bed, ma ne d-ounn ket ar skoulm a stard anezhi.

Bez’ e tlefac’h beza distag dioc’h pep karantez er bed-man, distag a-walc’h evit c’hoantaat beva hep nep darempred gant ann dud, ma ve ann den evit beva evel-se.

Seul vui ma pella ann den dioc’h frealzidigez ar bed, seul vui a ze e tosta oc’h Doue. Seul vui ma teu da welet e diabars he galoun, seul vui mac’h ansav ne d-eo netra anezhan he-unan, seul vui a ze ann den a zao war-zu Doue.

2 — Ann hini a laka eunn dra vad-bennag war he hano, hen-nez a vir

oc’h gras Doue da zont davet-han, rak

11