Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ouzomp ket petra a fell d’e-omp, anaout ne ouzomp ket e pe du trei, anaout ez eo goullo hor c’hoantegesiou ? Hag hen zo diez dilezel eur seurt madou fall na dister, pa’z ema ar maro o tont d’ho lemel digan-e-omp evit-mad ? Petra vezo prederiou hor c’haloun d’ar c’houls ma’z ai gant ann avel ann traou holl ma’z omp bet touellet gant-ho ? Petra vezo d’e-omp madou ann amzer, pa vezo ann amzer o vont da guzet evid-omp ?

Ema great gan-en, Aotrou, va Doue ; bez’e fell d’in kas da benn kemend a c’houlennit digant ar re a fell d’ezho beza holl d’e-hoc’h. Den eta na gomzo mui d’in diwar-benn ar bed, ra davo ann dud diwar va fenn, torret eo bet gan-en kemend a ioa oc’h va sparla ; maro ounn breman, hiviziken ne vevinn nemet e Jezuz-Krist. Ar c’horf-man d’in a zo evel al lienen a zo enn-dro d’ar re varo ; setu me gourvezet em bez, sebeliet gant Jezuz-Krist e Doue. — Evel-se bezet great.


————