Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
I LEVR. — VIII KENTEL.

eur ober er c’hiz-ze, hervez a lavar sant Aogustin, ar furnez a dec’h pell diouz-omp, rak bez’e fell d’e-omp beza hor mad hon-unan, e-c’hiz ma’z eo Doue he vad he-unan. Pebez follentez ! Neuze ann den en em glask he-unan, en em veuli a ra e kement tra vad en deuz bet digant Doue, en em veuli a ra enn he gorf, enn he Spered, enn he vugale, enn he vadou, o tiansav war-eunn-dro madelesiou he Grouer hag he Zalver. O na gwasa tra direiz ! krenomp eta pa welomp e pleg hor c’haloun ann distera karantez ouz-omp hon-unan, pe mar teuomp d’en em garet gwelloc’h evit ann distera euz ann dud.

Sonj a dleomp da gaout aliez e Farizian ann Aviel. Dont a reaz da veza kabluz da Zoue oc’h en em garet re he-unan, oc’h ober fae euz ar Publikan a oe didamallet dre mac’h anavezaz n’oa netra nemet distervez. Evel he-ma leveromp euz a greiz hor c’haloun : O va Doue, ho pezet truez ouz-in, me zo eur pec’her braz !




EIZVED KENTEL.


Tec’het dioc’h re a vignonnach gant ann dud.


1. — Na zigorit ket ho kaloun d’ann holl ; kemerit kuzul digant eunn den fur hag a zoujans Doue. Ne zarempre-