Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308.
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



TREGONTVED KENTEL.


Red eo goulenn nerz digant Doue ha Kaout fisians e teuio a nevez he c’hras d’e-omp.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, me eo a zo ann Aotrou Doue, me eo a ro nerz d’ann den pa vez enn enkrez ; deut daved-oun pa wasko ar boan war-n-hoc’h. Ar pez a vir muia na zeu de-hoc’h frealzidigez ann env, eo o veza m’en em roit re zivezad d’ar beden.

Rak abars ma teuit d’am fidi a galoun, e klaskit ho tizoan enn traou a-ziaveaz. Kement-se a zo kiriek ne dro gan-e-hoc’h nebeud a dra da vad, ken na zeuit da anaout ez eo me a denn a boan ar re ho deuz fisians enn-oun, ken na zeuit ive da anaout ne d-euz tra na den a hellfe, er meaz ac’hanoun-me, rei d’e-hoc’h ann nerz hag ar c’huzuliou hoc’h euz ezomm anezho, hag a oufe ho parea evit mad.

Breman pa’z eo torret war-n-hoc’h nerz ann enkrez, tennit hoc’h halan hag en em galounekait o welet sklear va