Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

gan-e-hoc’h ; ar peoc’h a roann d’e-hoc’h N’her roann ket d’e-hoc’h e-c’hiz ma ro ar bed anezhan. Ann holl a c’hoanta kaout ar peoc’h ; ann holl avad n’en em lekeont ket e poan euz ar pez a zigas ar gwir beoc’h.

Va feoc’h-me a zo gant ar re a zo mad hag izel ho c’haloun. Ar peoc’h ho pezo mar gouzanvit kalz a boaniou hep klemm. Mar selaouit ac’hanoun ha mar talc’hit mad d’am chomziou, e vezo braz ar peoc’h a hellot da gaout.

2. — Ann ene mad. — Na petra rinn-me ’ta, va Doue ?

3. — Jezuz-Krist. — Evesait e pep tra oc’h at pez a rit hag a livirit, n’ho pezet ken c’hoant nemet da blijout d’in-me va-unan, evit na c’hoantaot ha na glaskot netra e-bed enn tu all d’in-me.

Diwallit da varn e nep kiz komziou pe oberiou ar re all ; diwallit ive d’en em luzia gant traou n’hoc’h euz ket karg anezho ; neuze ho pezo nebeut a enkrez pe dihana dibaot a weach anezho. Beva atao hep kaout nec’h e-bed, beva hep gouzanv na poan gorf oa poan spered, ne d-eo ket houn-nez stad ann den war