Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

zout a rann « pe stad ema peb-unan, petra a zo enn he spered, petra a zo enn he galoun, ha war-zu petra e tenn sonjezonou pep-hini anezho. Etre va daouarn-me eta eo e tleer en em lakaat e pep tra. Evid-hoc’h-hu, bevit er gwir beoc’h ; list da ober, keit ha ma karo, neb a klask gouzout pep tra. Eat war he ziskoaz kemend a raio hag a lavaro, rak ne d-eo ket evit va lakaat da fazia.

2. — N’en em likit ket e poan da veza brudet kaer ; brud ne d-eo nemet moged. N’en em likit ket e poan da veza darempredet gant kalz a dud, na ken-nebeut da veza karet gant-ho, rak ann traou-ze a zigas dievezded er spered ha kalz a devalijen er galoun.

Laouen e lakafenn ho kaloun oc’h va c’hlevet o komz ouz-hoc’h, laouen e tizolofenn d’e-hoc’h ar pez ne oar den ne-med-oun, ma ho pe aket da deurel evez pe da vare e teuann daved-hoc’h, mar karfac’h digeri d’in dor ho kaloun. Sonjit en amzer da zont, bezit bepred war evez, pedit Doue ha bezit izel a galoun e pep tra.