Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
III LEVR. — XXIII GENTEL.



PEDEN


A-enep ar gwall sonjezonou.


5. — Aotrou, va Doue, na d-it ket diouz-in, deut d’am skoazia hep dale, rak em enep ez euz savet kalz a zonjezonou goullo, ha va ene a zo enkrezet gant eur spount braz. Penaoz ec’h hellinn-me mont dibec’h a-dreuz d’ann enebourien-ze ? Penaoz ec’h hellinn-me trec’hi anezho ?

Me ielo enn ho raok, eme ann Aotrou Doue ; izelaat a rinn ar re vraz war ann douar. Digeri a rinn ann doriou a zo prennet war-n-hoc’h enn ho toull-bac’h, dizolei a rinn d’e-hoc’h ann traou ar re guzeta.

Grit, va Doue, e-c’hiz ma livirit, ra dec’ho dira-z-hoc’h kement sonjezon fall a zo. Va holl c’hed em poaniou, va dizoan vrasa eo en em deurel etre ho tivreac’h, en em fisiout enn-hoc’h, ho pidi a greiz va c’haloun ha gortoz hep klemm ma plijo gan-e-hoc’h dont da rei

frealz d’in.

8***