Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
III LEVR. — XXII GENTEL.


3. — An hini en deuz bet ann nebeuta, arabad eo e ve e poan enn abek da ze ; arabad eo dezhan klemm na kaout erez oc’h ann den pinvidikoc’h evit-han ; kentoc’h e tle sevel he spered war-zu enn-hoc’h, va Doue, ha meuli dreist holl ho trugarez, o veza ma roit ho madelesiou ker stank, hep ma ve red d’e-hoc’h hen ober, a ioul vad hag hep sellet da biou e roit anezho.

Pep tra a zeu digan-e-hoc’h ; rak-se e tleit beza meulet e pep tra. C’houi a oar petra zo mad da rei, da bep-hini ac’hanomp. Perak he-man en deuz neubeutoc’h, perak hen-nez en deuz muioc’h, ann dra-ze ne zell ket ouz-omp ; c’houi hep-ken hoc’h euz da welet war-n-omp, pa ouzoc’h petra dal peb-unan dre-z-han he-unan.

4 — Dre’n abek-ze, Aotrou Doue, me gav d’in ez eo eur c’hras vraz kaout nebeut a vadou euz ar re a zigas d’ann dud meuleudiou hag enoriou. Pa hon euz diouer anezho, e leac’h kaont nec’h ha doan pe en em zigalounekaat evit se, kentoc’h e tleomp en em laouenaat goude sellet ouz hor paourentez hag ouz hon