Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
III LEVR. — XXI KENTEL.

ene eo em euz bet truez ouz-hoc’h ; dre ma’z eo izel ho kaloun ha gwirion ho klac’har eo ounn deut d’ho kaout.

7.— Ann ene mad. — Me am euz lavaret : Aotrou, gervel am euz great ac’hanoc’h, c’hoanteet em euz kaout ac’hanoc’h. Emoun breman o vont da zilezel pep tra dre garantez evid-hoc’h, rak c’houi da genta hoc’h euz great d’in kaout c’hoant da glask ac’hanoc’h.

Ra viot eta benniget, Aotrou Doue, c’houi a zo bet ker mad e-kenver ho servicher, hervez ho trugarez dreist pep trugarez. Petra oufe ho servicher lavaret d’e-hoc’h oc’h-penn ; ne hell nemet en em izelaat dira-z-hoc’h, o terc’hel sonj atao euz he fallagriez hag euz he zistervez.

E kement zo enn env ha war ann douar, n’euz netra hevel ouz-hoc’h. Hoc’h holl oberiou a zo mad dreist, ho parnedigesiou a zo gwirion hag ho furnez a ren kement tra zo. D’e-hoc’h eta meuleudiou ha gloar, o furnez ann Tad ! Ra viot meulet ha benniget war-eunn-dro gant va genou, gant va ene ha gant ann holl draou krouet.