Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


Muia tra a gresk a-wechou va glac’har hag am c’harg a vez dira-z-hoc’h, eo o veza ma’z ounn ker sempl ha ker laosk, pa vez red ober penn d’am gwall-ioulou. Rak, petra-bennag ne d-int kei evit va lakaat-me da heulia anezho a galoun vad, evelato ez ounn bourreviet gant ho atizou, hag ez ounn skuiz o veva er c’hiz-ze, o stourm bemdez hag a bep tu. Ar pez a ziskouez d’in dreist pep tra peger sempl ounn, eo o veza ma tilamm buhanoc’h em spered ann traou lousa hag euzusa, eget na d-eont kuit diouz-in.

3. — O Doue Israel, Doue holl-c’halloudek, nerz ha karantez ann eneou mad, sellit a druez oc’h poaniou hag oc’h anken ho servicher ; ra blijo gan-e-hoc’h he skoazia e kement tra a raio. Roit d’in ann nerz a zeu euz ann env, gant aonn na zeufe da veza treac’h ann den koz a zo c’hoaz beo enn-oun, gant aoun na zeufe da veza treac’h ive ar c’horf-man douget d’ar pec’hed, ar c’horf reuzeudik-man ne oar ket c’hoaz plega a-grenn d’ar spered. A-enep ar c’horf e vezo trei d’e-omp