Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
III LEVR. — XX GENTEL.



UGENTVED KENTEL.


Red eo ansao hon distervez hon-unan hag ive poaniou ar vuez-man.


1. — Ann ene mad. — Enep-d-oun va-unan ec’h ansavinn va dislealded ; ansao a rinn d’e-hoc’h, va Doue, va distervez va-unan. Evit ann distera tra aliez e fallaann, aliez en em nec’hann. Lavaret a rinn e vezinn kalounekoc’h hiviziken, ha kerkent ha ma teu ann distera temptasion, setu emoun enn eunn enkrez ar vrasa.

Eunn dra vihan ha gwall zister a zigas d’in aliez eunn demptasion vraz, ha pa gredann emoun eunn draik-bennag enn tu all da bep drouk, pa gredann n’euz enn-oun netra fall e-bed, setu e vezann aliez hanter ziskaret evit ann distera aezennik o tont da c’houeza.

2. — Gwelit eta, Aotrou Doue, gwelit pegen dinerz ha peger sempl ounn, evel a ouzoc’h ervad. Ho pezet truez ouz-in ha tennit ac’hanoun euz ar fank, enn aoun na venn gweledet ebars, ha na

choumfenn eno evit mad.

8*