Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

diveza. Grit ma c’hoantainn ha ma klaskinn bepred ar pez a blij muia d’e-hoc’h, ar pez a gav d’e-hoc’h a zo ar gwella.

Ho c’hoant ra vezo va c’hoant ; ra’z aio bepred va c’hoant da heul hoc’h-hini, hep pellaat diout-han e nep kiz. Grit ma vezinn a-unan gan-e-hoc’h, grit ma c’hoantainn ar pez a c’hoantait, grit na c’hoantainn ket ar pez ne c’hoantait ket.

Grit ma varvinn da gement tra a zo er bed, grit ma karinn beza disprizet gant ann dud ha beza dianavezet evid-hoc’h. Grit ma fisiinn enn-hoc’h dreist kemend a oufed da c’hoantaat, grit na glasko va c’haloun he feoc’h nemet enn-hoc’h hep-ken.

C’houi a zo gwir beoc’h ar galoun, c’houi a zo ar gwir euruzded. El leac’h ma n’emoc’h ket, pep tra zo anken, pep tra a zo enkrez. Er peoc’h-ze, me lavar enn hoc’h-hu, va Doue, e kouskinn hag ec’h ehaninn ; c’houi a zo ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da viken. — Evel-se bezet great.