Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

great ; ne vezo ket goulennet ken nebeut ha ni hon devezo prezeget kaer ; goulennet e vezo ha ni hor bezo bevet hervez ar feiz hag e doujans Doue.

Livirit d’in : e peleac’h ema brema ar re vraz hag ann dud gwiziek hoc’h euz anavezet mad e-pad ma oant beo, e-pad n’oa hano nemet anezho ? Re all a zo deuet enn ho goude, ha n’ouzoun ket hag hi ho deuz sonj brema euz ar re-ze. Brudet mad ha meulet e oant pa vevent ; brema ne gomzer mui anezho.

6. — O ! na peger buan e tremen gloar ar bed ! Plijet gant Doue e vije bet ho buez hervez ho deskadurez ! Neuze ho divije lennet ha desket ervad. Dre ma’z int dibreder gant servich Doue, nag a dud en em goll dre ho gwiziegez ne dalvez netra ! O veza ma kavont gwelloc’h en em zevel eget en em izelaat, dre-ze eo e troont gant avel ho huvreou.

7. — Braz eo evit gwir ann hini en deuz eur garantez vraz. Braz eo e-leal ann hini a zo bihan dirak he zaoulagad he-unan ha ne zalc’h stad e-bed euz ann enoriou brasa. Fur eo evit gwir ann hini a briz holl vadou ann douar evel