Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



NAVED KENTEL.


Red eo ober pep tra evit Doue, o veza ma’z eo ar penn kenta hag ar penn diveza euz a bep tra.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, mar fell d’e-hoc’h beza euruz, e tleit ober pep tra evid-oun, o veza ma’z ounn ar penn kenta hag ar penn diveza euz a gement zo. Ar c’hoant-ze a rai d’ho karantez beza glann, d’ho karantez-c’houi a zo re aliez douget, siouaz d’e-hoc’h, da drei out-hi he-unan hag ouz ann traou krouet. Rak ma en em glaskit hoc’h-unan e nep tra, rak-tal e teu ho kaloun da veza laosk ha seac’h.

Dreist kement zo grit ’ta pep tra evid-oun-me, rak me eo am euz roet pep tra d’e-hoc’h. Kredit e teu pep tra digan-en, me zo ar mad dreist pep mad ; rak-se e tleit digas d’in kement a rit, o veza ma’z ounn ar penn kenta euz a bep tra.

3. — Ar re vihan hag ar re vraz, ar re baour hag ar re binvidik a denn ac’hanoun ann dour a vuez, evel euz a eunn eienen na zizec’h morse ; hag ar