Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
III LEVR. — VIII KENTEL.

let : sellit oc’h ar vaouez-ze o ouela e-c’harz treid Jezuz ; en em izelaat a ra enn abek d’he fec’hejou, ha ne gred ket goulenn trugarez ; pidi a ra enn eur devel. Neuze hor Zalver a lavar gant truez : Kals a bec’hejou a vezo distaolet diwar-n-ezhi, o veza ma e deuz bet kals a garantez. Ann orgouil ervad ne oar ket petra eo karet ; dre gement-se c’hoaz ec’h anavezer anezhan ; bez’ ez eo, kouls lavaret, ar penn-skouer euz ann ifern. Digas a ra ar gasoni, ar warisi, ann dislealded, ann drouk fisians ; digas a ra dallentez ar spered ha kaleder ar galoun. Evel ma’z eo bet dislounket gant ann ifern, evel-se ann ifern o tigeri a lounk anezhan a nevez. Ne anavezomp netra all e-bed ken ; Doue hep-ken her goar.

O va Doue, ho pezet truez ouz-in, me zo ho pugel paour ! Setu ec’h en em strinkann d’ann douar war va genou hag ec’h en em izelaann dira-z-hoc’h. Anaout hag ansao a rann ne d-ounn netra nemet distervez ha breinadurez, anaout a rann ne hellann netra ac’hanoun va-unan, ansao a rann e teufe kement-se holl d’am fellaat evit mad diouz-hoc’h, ma ne zeufac’h da astenn d’in ho tourn, Tad trugarezuz-meurbed, ha ma ne rofac’h ket d’in ho kras. Plijet gan-e-hoc’h he skuilla em ene. N’am dilezit ket, Aotrou Doue, saveteit ac’hanoun anez ez afenn da goll. O va Doue, ho pezet truez oc’h ho pugel paour.