Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
III LEVR. — VII KENTEL.

nadik, nemet enn abek d’am c’hloar hag evit lakaat ac’hanoc’h da ziwall ouz-hoc’h hoc’h-unan.

Talvoudek eo d’e-hoc’h e ve ann traou er c’hiz-ze, talvoudekoc’h eget mar teufe d’e-hoc’h bepred pep tra da vad diouz ho c’hoant. Rak evit dont da anaout petra dal eunn den dirak Doue, ne d-eo ket red gouzout hag hen en deuz gweledigesiou pe frealzidigez e-leiz, hag hen zo gwiziek er Skritur sakr, hag hen en deuz eur garg vraz. Kement-se holl ne vern ket, mar bez e gwirionez izel-izel a galoun hag entanet holl gant karantez Doue, mar klask bepred, e pep tra ha dreist kement zo, gloar Doue hep-ken, mar goar ervad ne d-eo netra anezhan he-unan, ma en em zispriz he-unan e gwirionez, mar kav gwelloc’h beza goapeet ha disprizet gant ar re all eget beza meulet gant-ho.


EVIT HOR C’HELENN.


Anaout he zistervez hep distrei he zaoulagad diwar-n-ezhi, en em lakaat holl

etre daouarn ann Aotrou Doue gant eur

6**