Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
III LEVR. — VII KENTEL.



SEIZVED KENTEL.


Red eo kuzet ez vuel enn hon ene ar grason a zeu d’e-omp digant Doue.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, n’euz netra a gemend a ve gwelloc’h a bep hent eget kuzet ho feiz hag ho karantez evit Doue, pa vez ar c’hras gan-e-hoc’h. Arabad eo ive d’e-hoc’h en em zevel enn abek d’ezho, arabad eo prezek huel diwar ho fenn ha kredi e vent braz-meurbed. Kentoc’h e tleit en em zisprizout hoc’h-unan ha krena gant aoun n’ho pe bet anezho hep beza ho gounezet.

N’en em fisiit ket re enn ho karantez, o veza mac’h hell trei buhan. Pa vez ar c’hras gan-e-hoc’h, sonjit peger paour ha peger reuzeudik oc’h hep-z-hi.

2. — Evit mont war gresk er vuez a c’hras ne d-eo ket a-walc’h kaout frealzidigez ar c’hras ; bez’ e rankit ive gouzanv ann diouer anezhi oc’h en em izelaat, oc’h en em zilezel hoc’h-unan hep klemm e-bed, evit na viot ket neuze diek da ober ho pedennou, hag evit na lezot ket a-grenn ann oll draou mad all