Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

glask morse he-unan. Rak, dal m’en em glask he-unan, ann den a voug ar garantez enn he galoun.

Ar garantez a zo evesiant, izel ha gwirion ; ne d-eo na laosk nag edro, ha n’en em ro ket d’ann traou goullo ; dalc’h a zo enn-hi, glan eo, stard ha sioul ha war evez oc’h ann holl skianchou a-ziaveaz.

Ar garantez a bleg d’he mistri hag a zent out-ho ; kavout a ra d’ezhi ez eo dister he-unan hag hevel oc’h netra ; bez’ ez eo leun a feiz, bez’ ez eo anaoudek e-kenver Doue. E Doue ema bepred he fisians, ne deuz ken gortoz nemet-han, er mare zo-ken ne d-eo ket tennet war-zu Doue, o veza ma oar ne heller ket beva er garantez hep eur boan-bennag.

Ann hini n’ema ket e-tal da c’houzanv ha da ober pep tra hervez ma fell d’he Vuia-Karet, hen-nez ne dle ket beza hanvet miguoun da Jezuz. Ann hini en deuz ar gwir garantez a zo red d’ezhan en em starda kalet hag a galoun vad oc’h ann traou diez ha c’houero dre garantez evit he Vuia-Karet ; arabad eo