Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
I LEVR. — II GENTEL.

zisprizout hon-unan. Beva hep derc’hel stad e-bed ac’hanomp ha prizout bepred ar re all zo ar vrasa hag ann huela furnez.

Ha pa welfac’h unan-bennag o pec’hi dirak ann holl, pe oc’h ober eun torfed braz-bennag, ne dlefac’h ket kredi evit se e vec’h gwelloc’h evit-han, rak ne ouzoc’h ket pegeit amzer e kendalc’hot hoc’h-unan er mad. Sempl omp holl ; evit kement-se eo e tleit kredi n’euz den semploc’h evid-hoc’h-hu.


EVIT HOR C’HELENN.


Diskaret eo bet ann den, o veza m’en em veule ha m’en em brize re he-unan. Sevel a ra a-nevez ha tenna a ra war-n-ezhan trugarez Doue, pa vez izel he galoun. N’eo ket dioc’h a oar, dioc’h a ra eo e vez pouezet pep den. Ar wiziegez heb ann oberiou mad ne hello gwenna den dirak Doue ; enn enep, strisoc’h e vezo neuze he varnedigez. Evit gwir, ar wiziegez a zo eunn dra vad pa zeu digant Doue ; evelato e vez aliez kiriek d’ann den da goueza er pec’hed. Dre-z-hi e teu ann den d’en em c’houeza, eme ann Abostol ; dre-z-hi e teu da gaout re a fisians enn-han he-unan ; dre-z-hi e teu d’en em zevel dreist ar re