Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
II LEVR. — XII KENTEL.

dek braz evit-han gouzanv he groaz. Rak mar teu da zougen he groaz a galoun vad, rak-tal e vez troet he veac’h-enkrez enn eur fisians vraz e Doue ; ha seul vui e vez kastizet he gorf gant ar poaniou, seul vui e vez kreveet he spered gant ar c’hras.

Oc’hpenn-ze, ar c’hoant en deuz da c’houzanv poaniou evit dont da veza hevel oc’h Jezuz war ar groaz, a laka aliez anezhan da veza ker kre, ne fallfe ket d’ezhan beza heb enkrez hag heb poan ; rak gouzout a ra e vezo seul welloc’h dirak Doue, seul ma c’houzanvo poaniou braz evit Jezuz.

9. — Kement-se ne zeu ket ouz a nerz ann den, euz a c’hras Jezuz-Krist eo e teu. Ar c’hras-ze a ro kement a nerz d’hor c’horf bresk, ma teu ann den, dre-z-hi, da ober ha da garet ar pez ma’z eo douget da gasaat ha da dec’het enn he raok.

Eunn dra enep goad ann den eo dougen ar groaz, karet ar groaz, kastiza he gorf ha lakaat anezhan da blega. Enep he c’hoad eo d’ann den pellaat dioc’h ann enoriou, gouzanv pep dismegans a