Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tec’het dioc’h ar poaniou n’euz bet den e-bed biskoaz evit tec’het diout-ho ? Pehini e-touez ar zent n’en deuz bet kroaz hag anken ? Hon Aotrou Jezuz-Krist he-unan. endra edo war ann douar, ne d-eo ket bet heb eur boan-bennag e pep mare hed he vuez?

Red e oa, eme-z-han, e c’houzanvche ar C’hrist hag e savche euz a varo da veo, hag ez aje evel-se d’he c’hloar. Penaoz eta e klaskit-hu eunn hent all nemet hent ar groaz santel ?

7. — Buez Jezuz-Krist bed-da-hed a zo bet eur groaz hag eur verzerinti ; ha c’houi a glask evid-hoc’h ar peoc’h hag al levenez ! Fazia a rit, fazia a rit, mar klaskit eunn dra-bennag all nemet ann enkrez, rak er bed-man n’euz nemet poaniou ha kroasiou tro-war-dro ; ha seul vui ez ai ann den war gresk er mad, seul bounneroc’h a ze e kavo aliez he groasiou, rak dre ma kresk he garantez, e kresk ivez ar boan en deuz o veva divroet war ann douar.

8. — Pegen enkrezet bennag e ve ann den a bep tu, evelato n’ema ket hep frealzidigez, o veza ma oar ez eo talvou-