Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
II LEVR. — XII KENTEL.

groaz hon diwall dioc’h hon enobourien ; euz ar groaz e teu enn ene dudiou ann env ; er groaz ema nerz ar galoun, er groaz ema levenez ar spered ; er groaz ema ar gwir furnez, er groaz ema ar zantelez dreist holl.

Er groaz hep-ken ema silvidigez ann ene ; dre ar groaz hep-ken hon euz fisians e teuio d’e-omp ar vuez a bado da viken. Dougit eta ho kroaz, heulit Jezuz, hag ez eot d’ar vuez a bado keit ha Doue.

Jezuz a zo eat enn ho raok o tougen he groaz, marvet eo evid-hoc’h war ar groaz, evit ma teskot dougen ho kroaz ha mervel war ar groaz ; rak mar marvit gant Jezuz, e vevot ive gant Jezuz ; ha mar hoc’h euz ho lod euz he boaniou, ho pezo ivez ho lod enn he c’hloar.

3. — O veza m’ema pep tra er groaz, dougit ho kroaz ha marvit war-n-ezhi. Evit mont d’ar vuez ha da wir beoc’h ann ene, n’euz hent all e-bed nemet kerzet enn hent ar groaz ha kastiza ho korf hep paouez.

It el leac’h ma kerot, klaskit e kement leac’h a gerot, e nep leac’h ne gavot a-ziouc’h ho penn hent hueloc’h eget hent