Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
II LEVR. — XI KENTEL.

teufac’h da zioueret he frealzidigez ? Ann hini en em glask he-unan enn eunn dra-bennag, ne oar ket karet. Sellit oc’h Jezuz ho skouer, n’en em glaske he-unan e nep tra : Christus non sibi placuit. Roet en deuz evid-hoc’h he euruzded, he vuez, ha kement a helle da rei : Na vezet ket great hervez ar pez a fell d’in, eme-z-han, ra vezo great hervez ar pez a fell d’e-hoc’h ! Gouzanvet en deuz pep poan bete mervel war ar groaz ha beza dilezet gant he Dad : Va Zad, perak hoc’h euz-hu va dilezet ?

Dioc’h he skouer, dilezomp pep tra, en em zistagomp dioc’h kement a garomp evid-omp hon-unan, ha kemeromp hep kemm e-bed ar mad kouls hag ann drouk, ar poaniou kouls hag al levenez. Neuze n’hon devezo ken menoz, ken c’hoant nemet menosiou ha c’hoant Jezuz, hag e vezimp a-unan gant-han hag evel ma vemp teuzet enn-nan, Pa’z edo o vont da guitaat ar bed, Jezuz a c’houlennaz kement-se evid-omp digant he Dad, evel ann diveza hag ar brasa euz he vadelesiou.