Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

zistaga dioc’h pep karantez evit-han he-unan ; ha pa en devezo great ar pez a oar a zo red d’ezhan da ober, neuze e rank kredi n’en deuz great netra.

5. — Ne dle ket derc’hel stad euz ar pez a heller prizout enn-han he-unan ; kentoc’h e tle ansav ne d-eo nemet eur servicher ne dal netra, e-c’hiz ma lavar ar Wirionez he-unan : Pa ho pezo great kement zo gourc’hemennet d’e-hoc’h, livirit : Servicherien, didalvoudek omp.

Neuze ec’h hello e gwirionez beza noaz ha paour a spered ; neuze ec’h hello lavaret gant ar Profed : Me zo paour ha va-unan er bed. Koulskoude n’euz den pinvidikoc’h, den galloudekoc’h, den a ve muioc’h enn he frankiz a galoun eget ann hini a oar dilezel pep tra, a oar en em zilezel he-unan hag en em lakaat izeloc’h eget ann holl.


EVIT HOR C’HELENN.


Red eo karet Doue evit Doue he-unan ; rak mar karfac’h anezhan enn abek d’ar blijadur hoc’h euz oc’h he zervicha, petra zeufe da veza ar seurt karantez-ze mar