Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ha pell amzer enep-t-han he-unan, abarz deski en em drec’hi a-grenn ha trei he holl garantez war-zu Doue. Pa zeu ann den d’en em fisiout enn-han he-unan, neuze e teu eaz da drei war-zu frealzidigez ar bed.

Ann hini a gar Jezuz a wir galoun hag a choanta stard mont war gresk er mad, hen-nez ne ra fors euz a frealzidigez ann dud nag euz ann dudiou a-ziaveaz ; kentoc’h e c’hoanta gouzanv evit Jezuz poaniou braz ha labouriou kalet.

4 .— Pa zeu eta d’e-hoc’h eunn dizoan-bennag a berz Doue, kemerit-hi enn eur drugarekaat anezhan. Ansavit e teu d’e-hoc’h ar c’hras-ze digant madelez Doue, ansavit n’hoc’h euz ket he chounezet. N’en em c’houezit ket evit-se, n’en em laouenait ket re, n’en em fisiit ket re enn-hoc’h hoc’h-unan ; bezit kentoc’h izel a galoun evit ar mad a zo bet great d’e-hoc’h, bezit evesiekoc’h enn hoc’h holl oberiou ha tostoc’h d’ho koustians ; rak tremen a raio ar mare-ze, ha war he lerc’h e teuio ann demptasion.

Pa vezo bet lamet ar frealzidigez digan-e-hoc’h, n’en em zigalounekait