Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tal euz al leac’h ma’z edo o vouela, pa lavaraz Marta d’ezhi : Ar Mestr a zo aman, gervel a ra ac’hanoc’h.

Pegen euruz ne vez ket ann ene er mare ma c’halv Jezuz anezhan euz ann daelou da levenez ar spered ! Peger seac’h ha peger kalet eo ho kaloun hep Jezuz ! Pegen diskiant ha pegen dievez oc’h, mar c’hoantait eunn dra-bennag all oc’h-penn Jezuz ! Ha ne ve ket se d’e-hoc’h eur c’holl brasoc’h eget koll ar bed holl ?

2. — Pe vern d’e-hoc’h ar bed hep Jezuz ? Beza hep Jezuz a zo eunn ifern grisiez ; beza gant Jezuz a zo eur baradoz dudiuz. Mar d-ema Jezuz gan-e-hoc’h, den e-bed ne hello noazout ouz-hoc’h.

Ann hini a gav Jezuz, a gav eunn tenzor braz, pe evit lavaret gwell, eur mad dreist pep mad. Ann hini a goll Jezuz, a ra eur c’holl braz-meurbed, eur c’holl brasoc’h evit pa gollfe ar bed-holl. Paour-paour eo ann hini a vez hep Jezuz ; pinvidik-braz eo ann hini a zo ervad gant Jezuz.

3. — Eur skiant vraz en deuz ann hini