Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
II LEVR. — VIII KENTEL.

skeud. Karet ha beza karet a fell d’e-omp, hag e pellaomp diouz ann hini a zigas ar gwir garantez, ar garantez dreist pep karantez. Pegen diskiant omp eta pa stagomp hor c’haloun oc’h ann traou a dremen ! Peger bresk eo karantez ann dud, karantez a ia da netra gant ann amzer hag hervez ma tere ouz-omp.

Karomp Jezuz hep-ken, karomp anezhan evel ma kar ac’hanomp hag e-c’hiz ma fell d’ezhan beza karet. He garet a rankomp, eme sant Bernard, hep kemm na ment. Gwaz a ze d’ann hini a gar eunn dra all-bennag mui eget-han ! He c’hoantegesiou a denn etreze netra.




EIZVED KENTEL.


Diwar-benn ar stad euruz a zo, dre ar garantez, etre Jezuz hag ann ene mad.


1. — Pa vez Jezuz gan-e-omp, pep tra a zo mad, pep tra a zo eaz. Pa ne vez ket Jezuz gan-e-omp, pep tra a zo diez. Pa ne gomz ket Jezuz ouz hor c’haloun, pep frealzidigez a zo dister.

Hogen pa lavar Jezuz eur ger hep-ken d’e-omp, ez eo braz hor frealzidigez.

Mari Madalen, ha ne savaz-hi ket rak-

4**