Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
I LEVR. — XXV KENTEL.

petra oc’h deuet aman, evit petra hoc’h euz dilezet ar bed. Ha ne d-eo ket da veva evit Doue, hag evit dont da veza distag dioc’h traou ann douar eo ?

En em likit eta a wir galoun da vont war well, rak abarz nemeur e viot paeet evit hoc’h holl labouriou, ha neuze e viot kuit evit mad dioc’h pep anken ha dioc’h pep aoun. Dister a-walc’h e vezo ho labour er bed-man, ha goude e kavot eur peoc’h braz, hag ous-penn-ze, eunn euruzded a bado da viken.

Mar kendalc’hit da veza leal ha birvidik e kement tra a reot, Doue hep mar e-bed a vezo ive leal enn ho kenver hag a zigollo achanoc’h gant largentez. Bez’ e tleit kaout fisians e c’hounezot ar gurunen a c’hloar. Arabad eo d’e-hoc’h koulskoude toui war gement-se, gant aoun na zeufac’h da laoskaat ha d’en em c’houeza re.

2. — Eunn den a ioa oc’h en em nec’hi aliez, taol-distaol enn enkrez hag er fisians. Eunn dervez, mantret he galoun gant ann doan, ez eaz d’ann iliz da bidi Doue, hag en em strinkaz war he zaoulin

dirak ann aoter, o lavaret enn-han he--

3**