Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
I LEVR. — XXIV KENTEL.

ar re all ; mar d-eo buhanoc’h da gaout truez eget da vont drouk enn-han he-unan ; mar stourm aliez enep-t-han he-unan, ha ma en em ro holl da lakaat he gorf da suja d’ar spered.

Gwelloc’h eo d’e-omp en em wenna breman euz hor pec’hejou ha troucha krenn hon techou fall, eget ne d-eo gortoz da baea evit-ho er bed all. E gwirionez en em douella a reomp hon-unan dre ar garantez re vraz hon euz evit hor c’horf.

3 — Petra en devezo tan ann ifern da zevi nemet ho pec’hejou ? Seul vui e tamantot breman ouz-hoc’h hoc’h-unan, ha seul vui ec’h heuliot gwall-ioulou ar c’hik, seul vrasoc’h a ze e vezo ho kastiz, seul vuioc’h a zanvez a zastumot ive da zevi ac’hanoc’h.

Er pez m’hen devezo ann den pec’het gwasa, e vezo ive gwasa kastizet. Eno ar re zieguz a vezo broudet gant broudou ruz-glaou ; ar re lountrek a vezo bourreviet gant ann naoan hag ar zec’hed. Eno ar re c’hadal hag ar re a zo en em roet da blijaduresiou ar c’horf, a vezo dalc’het e-kreiz ar pek bero hag ar soufr