Pajenn:Troude ha Milin - Benedisite.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
917
VER

klevet dioc’h-tu trouz ann taboulinou hag ann trompillou o tont a-raok ar zoudarded, ar roue, ar brinsed hag ar prinsezed hag ann holl bennou braz euz ar vro.

M’ho lez da gompren al levenez a oe eno, hag ann daelou a levenez hag ann drid-kaloun euz ar roue hag he verc’h, hag ann holl bian ha braz. Ken a zigouezchont e lez ar roue. Ne glevet a bep tu nemet : Bevet merc’h ar roue ! bevet ann hini en deuz lazet ar zarpant ha saveteet ar brinsez hag ar vro !

O klevet ar c’homzou-ma ar brinsez a lavaraz d’he zad : Va zad keaz, eme-z-hi, me zo souezet gant ann den iaouank Benedisite en deuz lazet ar zarpant. Ha ne zeu ket war va zro, ma n’her gwelann e tu e-bed ? ha koulskoude em euz lavaret d’ezhan oann d’ezhan, me ha va holl vadou. — Piou eo ? pe hano eo ? Euz a be leac’h eo ? eme ar roue hag ann holl brinsed pa glevchont ar c’helou-ze. Red eo he glask e pep korn a gear hag euz ar vro, ken na vezo kavet. — N’ouzoun ket hirroc’h eged-hoc’h-hu war ann dra-ze, eme ar brinsez. — Mad, eme ar roue, red eo lakaat dioc’h-tu ann taboulinou e tro kear hag enn holl geariou euz ar rouantelez da enkanti emoun o c’hortot ann hini en deuz lazet ar zarpant, evit he zimezi gant va merc’h.

Hogen Benedisite n’en em ziskuille ket atao, ar pez a rea kalounad da verc’h ar roue her c’hare kement ; dreist-holl pa zeuaz, abenn eunn nebeut dervesiou goude, eur c’hoz Kernevod gant he zac’h du da lez ar roue ha gant-han pennou ann dragon en doa dastumet e Spagn enn eur vont da druillaoua. Kaer oe d’ar brinsez lavaret n’oa ket hen-nez en doa lazet ar zarpant, ar roue a lavaraz : Lavaret em euz e timezchenn va merc’h d’ann hini he zennche euz a skilfou ar zarpant, ha setu ama pennou ann dragon gant ann den-ma, ha va merc’h a zo d’ezhan ; n’ounn ket evit kredi e ve bet great ann taol gant den all e-bed, pa ne zeu ket.

Deiz ann eured, merc’h ar roue a wele druz o vont da eureuji gant ar c’hoz Kernevod trubard gwisket brema evel eur prins ar c’haera, eunn dudi he welet, ha lorc’h enn-han da vouga.

Bez’ edont o vont da lavaret ann ia peurbaduz, pa welaz ar brinsez, enn eur c’horn tro, eunn den iaouank hevel oc’h Benedisite, hag hi ha semplaat dioc’h-tu. Ann holl a oe glac’haret hag a grene na vije o vont da vervel.

P’oa deut merc’h ar roue enn-hi he-unan. e lavaraz : Me ne zimezinn ket d’ar C’hernevod trubard-ma, hogen gant ann hini a zo du-hont hag en deuz lazet ar zarpant. — Ma oe klasket Benedisite ha goulennet out-han ha gwir oa en doa lazet ar zarpant ? — Ia, eme-z-han, gwir eo ; hogen n’am boa ket bet ann amzer da zastum pennou ann dragon em boa lazet e Spagn, gant aoun na vije debret merc’h ar roue gant ar zarpant, pa vijenn deut enn dro. Ha pa oe tennet ar brinsez euz a enezenn ar zarpant, e teuaz em spered mont enn dro da Spagn da glask testou euz ann taol kaer em boa great eno, hag etretant ar C’hernevod trubard-ma a zo deuet ama gant pennou ann dragon lazet gan-en, ha darbet d’ezhan laerez ive merc’h ar roue diwar va c’houst, rak gleb dour-teil ounn zo-ken kemend a herr a ioa enn-oun o klask en em gaout e poent, pa gleviz ann dro a ioa c’hoant d’ober d’in. Evelato ne ket bet fin a-walc’h ar C’hernevod keaz, rak n’oar doare n’euz deut gant-han nemet pennou hep teod e-bed, ha me a gav d’in ann hini a zo ann teodou gant-han a die bale enn he raok. Mad, chetu hi ama ho seiz. Mar d-eo aviz, me c’houlenn beza lekeat e leac’h ar C’hernevod. — E leal ia, eme ar brinsez, rak d’e-hoc’h-hu eo ez ounn, me ha va holl vadou. — Bevet Benedisite ! bevet merc’h ar roue ! eme ann holl enn eur vouez, hag ar C’hernevod trubard d’ar maro.

Ar C’hernevod paour ne lavare ger hag a ioa ker gwenn hag eunn tamm paper ; ha petra oa da lavaret ? Ann dud gant ho c’hounnar hen taolaz er-meaz a daoliou treid ha gras d’ezhan pa ne oe krouget.

Eur c’hrac’hik koz a ioa eno e toull ann or, oc’h he welet o tremen, a la-