Pajenn:Troude ha Milin - Benedisite.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
916
VER

dan-ho, m’oa spountet al loened hag ann dud a bell tro-war-dro. Ann taoualc’h a ziframment gant ho ivinou a nije huel enn ear evel fulennou erc’h er goanv. Peb enn amzer e klevet trouz skiltr ar skant euz ann dragon o steki ouz ar vein pe ouz dent al leon. Leuskel a reant ivez iouc’hadennou efreizuz a veze klevet a bell ac’hano.

Evit lavaret berr, antronoz al leon a zistagaz ar seizved penn diouz ann dragon ; hogen skuiz-maro e oa ivez, ha darbed oe d’ezhan beza gwintet he-unan er frapad-ma.

Kerkent ha m’oe kouezet ann dragon maro-mik war ann douar, eur c’had a redaz euz he gorf, ha di-pa-da-pa, d’ar c’haloup ruz mar gouie, ker skanv hag eul labous war nij. — Me garfe beza levran, eme Venedisite ; hag hen war lerc’h ar c’had endra c’halle. — N’oe ket hirr ann dale m’oe paket ar c’hadik keaz ; ha kerkent ha m’oe maro, e nijaz eunn dube euz he gorf. — Patou, patou, eme-z han, hag hen kuit, a nerz he ziouaskel. — Me garfe beza sparfell, eme Venedisite ; ha iao war lerc’h ann dube.

Pa oe paket ann dube ha digoret, oe kavet ar voulik burzuduz enn-han, ha p’oe deut da zen adarre, e lekeaz ar voulik enn he vouchouer. Hag hen o c’houzout n’oa mui netra d’ober eno nemet paea he skodenn e ti he hostiz, ha iao buan ha buan da gaout merc’h ar roue a dlie beza gwall nec’het dre na zistroe. Tud ar vro ze a bedaz Benedisite da choum eno, hag hen lakajent da roue, rak ne wient penaoz ken diskouez d’ezhan ho levenez hag ho anaoudegez vad. — Ho trugarekaat, eme Venedisite, n’em euz ket amzer da zale ; kenavezo ha iec’hedou.

Flip, flip, flip !… hag hen e sparfell etrezek he brinsez iaouank. Pa zigouezaz e maner ar zarpant, edo merc’h ar roue enn he frenestr, beuzet enn he daelou o lavaret out-hi he-unan : Daoust ha ne zeuio ket Benedisite enn dro c’hoaz ? Marteze eo bet lazet, siouaz ! Mervel a rankinn eta goude beza bet atant da vont ac’hann e buez ? — Sec’hit ho taelou, eme Venedisite, n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h [kaout fisianz ?] mad [eo] ar bed beteg-henn. Setu ama ar voulik burzuduz ; hogen gan-e-hoc’h-c’houi ama n’ema ket gwall vad ann dro a gredann ? — Tri dervez zo, eme ar brinsez, euz savet naoun du gant ar zarpant ; deac’h dreist-holl eo bet gwall gaset hag he ene a zo bet lazet e Spagn. N’em euz gellet herzel nemet dre va daelou ha va lubanerez, ha da bep mare emoun ouz he c’hedal da zont d’am dibri. — Mar gellit eur weach c’hoaz, eme Venedisite, he gas dindan ar wezenn lore, war zigarez sellet he benn d’ezhan evit ar weach diveza, me a vezo er wezenn hag a ziskenno goustadik hag a lakai ar voulik da goueza war he benn, ha chetu…

Enn dervez-ze ar zarpant koz a lavaraz da verc’h ar roue : Prinsez keaz, n’ounn evit herzel ken, beac’h em euz o choum war va ellou. Dare ounn da vervel gant ann dienez hag ar gozni. Va ene o veza lazet, me zo ive klanv-braz. Da zibri a rankann brema, daoust ma’z oud koant. — Ar brinsez a lubanaz ker brao ouz ar zarpant, hag a droaz ker mad he c’homzou ma’z eaz diana ar zarpant gant-hi evit ar weach diveza dindan ar wezenn lore. Lakaat a reaz penn ar zarpant war he barlenn, ha Benedisite o veza diskennet goustadik a lekeaz ar voulik da goueza war benn ar zarpant, ha ker kifinik e kouezaz d’ann douar reud ha maro-mik.

— Deomp ac’hann buan ha buan brema, eme Venedisite, da zispenn hon roudou, enn aoun na ve eur zarpant all-bennag dre aze — Ia, c’houi lavar a-walc’h, eme merc’h ar roue ; na treuzi ar mor ? pa ne d-euz na bag na den e-bed dre ama nemed-omp hon daou. — Deomp atao d’ann aot, ha bezit dinec’h. Etretant me a ieio war nij da gas ar c’helou d’ho tad ha da gerc’hat eur vag.

A veac’h m’oa digouezet ar brinsez e-tal ar mor, ma welaz eur vag o tont a benn herr etrezek enn-hi ; — hag hi a lamm ebarz, hep he fedi, ann daelou enn he daoulagad ; daelou a levenez oant ann dro-ma. Pa zigouezaz ar vag enn douar braz, ann aot hag ann tevennou a ioa goloet a dud ho c’haloun o tridal gant levenez, hag e oe