Pajenn:Troude ha Milin - Benedisite.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
915
VER

lik burzuduz-ze a dle terri he benn d’al loen garo-ze.

Ha flip, flip, flip ! Benedisite e sparfell war nij endra c’halle, ha pa zeuaz da skuiza ez eaz e gwenanenn, kuit da zale e nep leac’h. N’oe ket pell evit mont da Spagn, hag hen e den da c’houlenn kelou euz ann dragon a glaske. Hag oe lavaret d’ezhan ez oa eur pikol hini tost eno enn eunn toull doun dindan ann douar e-kreiz eur vlenenn vraz. — Daoust, eme Venedisite, ne ve ket kavet unan-bennag da zont da ziskouez ar vlenenn-ze d’in ? — Paea stard a rankot, va den, ha prezek brao, ha gwall iaouank ho kavann, va mignoun, evit beza ken hardiz hoc’h-unan. Evid-oun-me ne d-inn ket gan-e-hoc’h hag e rofac’h va fouez a arc’hant d’in. — Livirit d’in diana, eme Venedisite, dre be hent eo mont da gaout ar vlenenn-ze, ha me a roi gwerz ar butun d’e-hoc’h. Ha Benedisite ha mont he unan kaer betek dor tour ann dragon.

He-ma pa glevaz anezhan o tont, a zeuaz da gaout genou he doull, hag a lavaraz : Me gleo c’houez ar c’hristen ! Piou a zo bet ken dievez da zont ama ? Previk douar ! aoun ec’h euz-te na zeufe ket buan a-walc’h da dro da zont ama, pe gollet eo da benn gan-ez ? Kea buan-buan enn dro ma n’ac’h euz c’hoant da veza malet hirio gant va dent-me ; ha mar ec’h euz mall d’ober anaoudegez gant va skilfou, n’ec’h euz nemet dont e leac’h ar c’henta a vezo digaset d’in da zibri. — N’ez pezo na va buez-me na buez den all e-bed ken hiviziken, eme Venedisite ; klevet a rez-te mad ar brezounek-ze, loen heuzuz ? Me n’em euz aoun e-bed ra-z-oud, ha mar kerez warc’hoaz kenta ni a welo pehini ac’hanomp eo ar gwella goaz. — Ne vezo ket hirr ar c’hrogad, eme ann dragon, hag e vez-te goloet a zir adalek biziad da dreid bete kern da benn ; gant eunn taolik pao e vruzuninn ac’hanod. Eunn tammik c’houek a lip-he-bao a rafez evelato evit doare, va faotrik koant. Kenavezo warc’hoaz eta, d’ar poent a gari.

N’oa ket distro Benedisite euz ar vlenenn, m’oa eat ar vrud dre ar vro oa deuet eunn den iaouank a bell bro hag a ioa eat dispount da gaout ann dragon. N’oa ken kaoz tro-war-dro nemet da glask gouzout pe hen a ioa distroet Benedisite pe ne d-oa ket. Ha pa oe klevet ez ea ann divroad iaouank-ze d’en em ganna ouz ann dragon, ann holl a ieaz etrezek ar vlenenn da welet ann abadenn.

P’oe digouezet Benedisite e-c’harz toull ann dragon, e lavaraz d’ezhan : Ac’hanta, akolist, m’euz aoun n’oc’h ket savet mintin da lamet ho paro ha da lemm ho kildent ? — Te zo aze ken abred-ma, previk douar, skuiz oud eta gant ar vuez ? Gant truez ouz-id, ker iaouank all ma’z oud, n’ez lezinn ket pell enn da dremenvan. — Lez da c’hoaperez, eme Venedisite, ha krogomp. Me garfe beza leon, eme-z-han ; hag hen enn eul leon ar c’haera. — Brema, eme ann dragon, e kavann ac’hanod eunn tammik muioc’h a zoare, hag e tal ar boan ober eur c’hrogadik gourenn ouz-id, da zigeri va skrin ha da zivergla va ivinou. Pell braz zo ive n’em euz bet tamm kik leon a gavann ker mad. — Sko, pe me a skoio, eme Venedisite, diwar eur mare ; hag ho daou o kregi iud. Ann dragon a oe distaget eur penn diout-han er frap kenta, ha daou enn eil krogad. Ann dour a zivere diouz ann daou loen. Ann dragon a ioa ruz-tan ann daoulagadou er pennou a choume war he c’houzouk. A1 leon a ioa korvigellet he lost war he dalier hag he voue soun war he ziskoaz evel reun kalet, hag he dreid hag he c’henou leun a c’hoad. — Karter, eme ann dragon, ac’hann da warc’hoaz ar poent-ma. — Karter, mar kerez, eme al leon. Hag ann dragon d’he doull, hag al leon d’ar gear da ziskuiza ha da lipat he c’houliou.

Antronoz, evit diverraat kaoz, ann dragon a oe distaget tri benn all diwar he c’houzouk, hag a c’houlennaz arzao adarre d’ar brezel ac’hann d’antronoz. — Arzao, mar kerez, eme al leon, evid-oun-me n’ounn ket feaz. — Kaer en doa lavaret hag ober goap euz ann dragon, al leon keaz a veze gwall gaset evelato bep frapad, ha meur a daol dant hag a daol ivin a ioa merket mad enn he groc’henn. Na d-eo souez ! ann daou loen a ioa ker gallouduz ma krene ann douar din-