Pajenn:Troude ha Milin - Benedisite.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
914
VER

zad. Ha den ne d-eo bet c’hoaz, na ne vezo, m’oarvad, diot a-walc’h d’en em ginnig. — Bennoz d’e-hoc’h, paeron, eme Venedisite, ha iec’hedou.

War gement-se Benedisite a ieaz enn eur c’horn tro enn eur lavaret out-han he-unan : Bremaik me a welo hag a glevo meur a varvaill nevez c’hoaz. Hag hen e gwenanenn da c’hoari tro kear hag o klask lez ar roue. N’oe ket pell e welaz soudarded e-leiz hag ar pennou braz a gear enn ho faro, hag eunn niver braz a dud oc’h heul ar roue hag he verc’h, eur maread a brinsed hag a brinsezed enn-dro d’ezhi. Biskoaz n’en doa gwelet Benedisite kement all a dud na ker glac’haret. Hag hen da heul ivez betek ann aot.

Neuze ar brinsez iaouank a gimiadaz dioc’h he zad, he c’herent hag he mignouned. Strakal a rea kaloun ann holl kouls hag hini ar brinsez, hag ann holl a ioa beuzet enn ho daelou, gant keuz da verc’h ar roue, hag ho doa truez oc’h eur brinsez ker iaouank, ker koant ha ker reuzeudik.

Endra edo ar vag o regi mor, Benedisite, da lavaret eo ar wenanenn, a blavaz war eunn tu pe du euz ar vag, ha war zigarez klask eunn tammik kouiltron-bennag, ne rea nemet mont ha dont da ziverraat ann amzer da verc’h ar roue o sellet out-hi. Etretant ar vag a zouaraz enn enezenn ar zarpant hag ar vartoloded enn dro kerkent ha m’oa diskennet ar brinsez euz ar vag. Benedisite neuze a zeuaz e den hag a lavaraz da verc’h ar roue a ioa mantret oc’h he welet eno : N’ho pet aoun na poan e-bed, prinsez reuzeudik, eme-z-han, me a zo deut ama evit ho tenna euz a skilfou ar zarpant, pe e vezo diez-braz ober kement-se. Bezit eta fisians enn-oun ha grit kement a livirinn d’e-hoc’h d’ober. Deomp brema da welet peleac’h ema al loen garo-ze ha da glask ann tu war-n-han.

Ma tigouezjont hep dale enn eur maner koz n’oa ebarz nemeur a vad nemet eur gamprik pe ziou da aoza boed ha da zigemeret ar re a veze digaset d’ar zarpant da c’hortoz m’en divije naoun kik fresk. — Goulennit kelou ouz al loen garo-ze, eme Venedisite, diwar-benn doareou ann enezenn-ma ha diwar-benn he zoare he-unan, ha goude e leverot d’in kement ho pezo klevet gant-han. Me a vezo atao enn-dro d’ar maner, ha kerkent ha ma tigorot prenest ho kampr, me a ielo enn-hi.

Neuze merc’h ar roue a ieaz er maner da glask ar zarpant, hag a oe digemeret mad kena, rak al loen kriz-ze n’en doa ket a naoun na dienez a gik c’hoaz, eme-z-han. Sellet a reaz oc’h ar brinsez iaouank, ha mousc’hoarzin zo-ken, ker koant e kave anezhi ; hag evel p’en divije bet truez out-hi, en em lekeaz da varvaillat gant ann demezel. Hou-ma ne c’houlenne ket well. Ma lavaraz d’ezhi a gaoz da gaoz perak n’oa gellet den biskoaz dont a benn d’he laza, daoust ma’z oa koz, ha kaer a ioa bet esa ober kement-se dre bep doare ardou. Rag, eme-z-han, va ene-me n’ema ket em c’horf ; e Spagn eo ema enn eunn dragon hag en deuz seiz penn. Ha zo koantoc’h, hag e ve lazet ann dragon-ze, me ne varvfenn ket c’hoaz, rak euz he gorf, kerkent ha ma vije lazet, e teufe eur c’had hag a ve ranket da baka ; hag e ve lazet zo-ken, e teufe da nijal anezhi eunn dube, hag enn dube-ze ez euz eur voulik ; ha ken na gouezo ar voulik-ze war va fenn, biken ne c’hallfet dont a benn ac’hanoun-me. Rak-se e welit, prinsez iaouank, n’eo ket eaz dont a benn ac’hanoun, eme ar zarpant rok ha kriz.

Kerkent ha ma c’hellaz merc’h ar roue en em zizober euz ar zarpant, e redaz d’he c’hampr ha mall gant-hi digeri ar prenestr da welet ha Benedisite a vije dre eno. A veac’h m’oa digor ar prenestr ha Benedisite er gampr dioc’h-tu. — Ac’hanta, eme-z-han, kelou mad a zo ? — Gwella pez a zo, eme-z-hi, eo n’en deuz ket a naoun. Hag hi mont ha lavaret da Venedisite kement e devoa klevet gant ar zarpant diwar-benn he ene. — Komzit brao out-han atao gant a reot, eme Venedisite d’ar brinsez, ha mar tigouezfe d’ezhan kaout naoun, pedit-hen d’hoc’h espern, hag evel-se a zervez da zervez, me c’hallfe kaout amzer da zont a benn euz he ene hag euz he gorf. Ma ia rak-tal etrezek ar Spagn, ha mar hon euz chans, hep dale em gwelot o tistrei gant ar vou-