Pajenn:Troude ha Milin - Benedisite.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
913
VER

Gwir a-walc’h a leverez, eme al leon ; kea affo war he lerc’h eta, ha lavar d’ezhan dont ama ma welimp pe zoare gopr a ve ar gwella gant-han.

Benedisite n’oa ket eat oc’hpenn eur c’halvadenn ac’hano, kaer en doa, bet lakaat herr gant he gammejou, na oe tizet gant al levran. — Va den mad, eme-z-han, dont enn dro da gaout al leon dioc’h-tu a zo lavaret d’e-hoc’h. — Ar barrad tersienn-ma a oe gwasoc’h evit ar c’henta, rag, eme Venedisite, al laboused diblun-ze n’ho deuz ket kavet mad ho lod, sur a-walc’h, hag enn dro-ma, allaz, eo great gan-en da vad ! — Kleo ’ta, va faotrik-me, eme al leon, ni vije marteze en em gannet hag en em zraillet diwar-benn ar preiz hon doa kavet, anez da furnez-te ; hag hor joa ouz al lodenn great ker brao dioc’h doare pep-hini ac’hanomp, a reaz d’e-omp holl choum hep paea ac’hanoc’h hag hep lavaret bennoz d’id, zo koantoc’h. Hogen ne welann ket brasoc’h torfed eget beza bougre. Lavar eta brema d’e-omp petra rafe muia plijadur d’az kaloun da gaout digan-e-omp ? — E leal, eme Venedisite, ne dal ket ar boan, aotrou leon, na ne oufenn ket petra da c’houlenn ouz-hoc’h ; re a vadelez hoc’h euz, rak ne gav ket d’in e vec’h kalz pinvidikoc’h evid-oun-me ; hini ac’hanoc’h ho pevar ken-nebeut. — Kent a ze, eme al leon, mar tigoueze d’id kaout ezomm ac’hanoun, n’ez pezo nemet lavaret ar c’homzou-ma : Me garfe beza leon ; ha rak-tal ez i da leon. Ha p’az pezo c’hoant da zont da zen adarre, n’ez pezo nemet lavaret : Me garfe beza den ; ha kerkent e vezi den adarre. — Al levran, ar sparfell hag ar wenanenn a lavaraz hevelep tra da Venedisite. — Bennoz d’e-hoc’h holl, eme-z-han ; hag hen enn hent adarre herr enn-han, enn avantur na vije galvet adarre da zont war he giz.

— P’oa eat eur flipad mad a hent ac’hano, en em lekeaz da gompren evel-henn : Daoust ha ne vije ket al loened-ze oc’h ober goap euz a eunn den ? Marteze a-walc’h, rak laouen-braz oant ouz-in, ha prezek a reant evel tud. Perak eta n’ho defe ket ar galloud al loened-ze da ober burzudou ? Avanturomp da welet ; emichans ne zigouezo drouk e-bed gan-en evit esaat. — Me garfe beza leon, eme Venedisite ; hag hen e leon ker kifinik ha m’en doa lavaret he c’her. Me garfe beza den ; hag hen e den adarre. Dal a unan ! eme-z-han. Deomp adarre : Me garfe beza levran ; hag hen eat da levran ker kifinik. Me garfe beza den ; hag hen e den adarre. Dal a zaou ! eme ar paotr. Gwelomp c’hoaz… Ma’z eaz da sparfell, ha dont adarre da zen ; ha mont da wenanenn, ha dont da zen adarre. — Chetu great eunn taol kaer gant eunn den enn he vuez, eme-z-han. Kaera bro eo hou-ma ! Ne weler ket traou burzuduz er c’hiz-ze enn hor bro-ni. Daoust pegeit e pado ann dra-ze, eme-z-han, enn eur vont gant he hent ? Deomp atao enn avantur Doue.

Hogen dont a reaz he vara da veza enk hag he dreid da gignat, ar paotr keaz ! Inouet-maro eo ivez dre ne anavez ha na wel den. Ma kompren mont da sparfell evit gwelet gwelloc’h ann doareou, hag ober buanoc’h he hent. Me garfe beza sparfell, eme Venedisite: ha flip, flip, flip ! Hen war nij dreist ar gwez brasa hag o welet e-leiz a varvaillou nevez. Eur gear a welaz ivez. — Sell, eme-z-han, sebezet holl, rak biskoaz n’en doa gwelet kement all a diez enn eur vagad. Daoust petra eo ann dra-hont ? Hag hen da skei etrezek eno endra c’helle. Hep dale e plavaz war skour eur wezenn, e-tal leur-gear, a dost d’ann douar, hag e lavaraz : Me garfe beza den ; hag hen da vale etrezek pors-gwint kear. Eno e kleve a bep tu eunn trouz hag eunn talabao efreizuz, ken a oa boudinellet he ziskouarn ; ha ne wele nemet tud glac’haret ha gwisket e kaon. Ma c’houlennaz ouz ar c’henta den petra ioa a nevez dre eno. — Anat eo, va den mad, n’oc’h ket euz ar vro-ma, eme ann den-ze, rak ama ann holl, braz ha bihan, a zo e kaon ha glac’haret-braz, rak ar zort zo digouezet gant merc’h ar roue da veza debret gant ar zarpant a zo du-hont enn eunn enezenn e-kreiz ar mor ; hag ann trouz hoc’h euz klevet eo trouz ann taboulinou oc’h enkanti piou-bennag a iafe d’ar zarpant e leac’h merc’h ar roue, en defe he bouez a aour hag a arc’hant, hag ann hini a lazfe ar zarpant a ve dimezet da verc’h ar roue ha lekeat da roue goude he