Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

82
AR MARVAILLER BREZOUNEK

— Petra, eme ar roue, te eo Iann, va faotr me­chosi ! — Ia da, roue, me eo Iann ! kenavezo breman. — Deport, deport, eme ar roue a grap er varvouskenn ; sad’ ama unan hag a garfenn gwelet he ferc’henn, rak bez’ en deuz eur verc’h, war am euz klevet, hag a zo ar gaera a zo war ar bed. Euz a be leac’h, eme ar roue, ec’h euz-te bet barvouskenn ar roue Fortunatus ? — E feiz, eme Iann, kavet em euz anezhi du-ze e-kreiz eur park, laosket eno gant diou vran louet a ioa eur jolori gant-ho diwar he fenn.

Ar baotred mechosi all o veza klevet petra a ioa bet diwar-benn ar varvouskenn, a ieaz da lavaret d’ar roue ec’h anaveze Iann ar-roue Fortunatus, hag en doa lavaret aliez d’ezho en divije bet, mar karje, he verc’h digant-han. Ar re-man a lavare ann dra-ze evit kaout tro d’en em zizober anez­han. — Mad ar stal neuze, eme ar roue, me welo ha gwir a lavar ; hag ar roue gervel Iann da vont d’he gaout.

— Petra am euz klevet, Iann ? Evit doare e c’heuz lavaret es pije, mar karjez, merc’h ar roue Fortu­natus. — Piou ar gaouiad, eme Iann, a zo bet o lavaret ann dra-ze d’e-hoc’h ? Biskoaz, a c’hellit kredi, n’em euz bet eur zonj a gement-se. — Na d-a ket da zislavaret ar pez a zo gwir, eme ar roue, rak ar baotred mechosi ho deuz klevet ac’hanoud­-te aliez o komz diwar he fenn hag o lavaret ez oaz gwest, mar karjez, da gaout anezhi. — Konchou int ha netra ken, eme Iann, konchou n’euz