Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

78
AR MARVAILLER BREZOUNEK

evit na rea ar re all ; ha mar larteant er c’hiz-ze ez oa, m’oar-vad, o veza ma’z oant a wenn da lartaat ; na petra ’ta !

Ar baotred mechosi-man a veze roet da bep-hini anezho eur c’houlaouenn bemdez da zevi ; ha d’hor paotr e veze roet kemend all. He-man a-vad na zeve hini e-bed, ha setu perak. Ann noz kenta ma kouskaz er mechosi a-zioc’h he gezek, e oe dihunet gant ar sklerder a ioa enn he gampr, hag o sellet petra a strinke kemend all a sklerijenn, e welaz ez oa ar varvouskenn a ioa deut gant-han oa ; hou-man kouezet enn noz euz he c’hodell a sklerijenne ar gampr gant-hi kemend ha gant ann heol e-kreiz ann deiz. — A zo mad, eme ar paotr, ha c’hoaz, eme-z-han, e lavare va marc’h d’in lezel ar varvouskenn-man. Breman me wel em euz great mad derc’hel anezhi, rak n’em bezo ket ezomm da gaout goulou er mechosi hed ann noz gant va barvouskenn. Kement-se muioc’h a ielo em godell, o veza ma c’hellinn derc’hell ann ar­c’hant a vezo roet d’in da brena goulou.

Mad ar stal ; hag he-man da zastum he var­vouskenn. Kousket a eure, hag antronoz da bar­daez e stagaz anezhi oc’h ann treust, ma oa kaeroc’h gant-hi ar mechosi evit na d-oa lez ar roue.

Eur miz pe zaou a ia eon dro er c’hiz-ze, ma teuaz deisiou Morlarjez. Petra ra hor paotr ? Mont d’en em zic’hiza pa oe echu he labour, hag hen ha lakaat ar varvouskenn-ma da vont da ober eunn dro