Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/86

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


en em ganna. E-pad ma selle piz out-ho evit gou­zout diwar-benn petra oa, e wel eunn dra-bennag o koueza digant-ho. — Daoust petra eo, eme he­-man, red eo d’in mont da c’houzout. — Gwelloc’h, eme he varc’h, e ve d’id mont gant da hent hep dis­trei da goll da amzer. — Petra ! eme ar paotr, te oar komz ivez ’ta ? — Ia da, eme ar marc’h, ker kouls ha te, ha marteze eunn draik gwelloc’h. — Mad ! mad ! n’euz forz, feteiz ne d-inn ac’han n’am bezo gwelet petra zo kouezet digant ar re-hont.

— Keuz as pezo, eme ar marc’h, ha divezad e vezo d’id. Evelato, pa fell d’id mont da heul da benn, e lezann ac’hanoud da vont ; gwaz a ze evid-oud !

Hor paotr en em gav el leac’h ma’z oa koue­zet, hag o welet ez oa eur varvouskenn, e krog enn-hi enn eur c’hoarzin hag o lavaret : — Hou­-man a vezo mad eunn deiz pe zeiz, ha pa na ve ken nemet d’en em zic’hiza e deisiou Morlarjez. — Lez ar varvouskenn-ze, eme ar marc’h, ha kred ac’hanoun hag e ri mad. — Foeltr tamm ne rinn ; mont a raio gan-en. — Hag he-man neuze, p’en doe troet ha distroet anezhi, a welaz skrivet e lizerennou aour ez oa barvouskenn ar roue Fortunatus oa. Dastum a ra anezhi enn he c’hodell hag ac’hano da vale adarre, ken a en em gavaz enn eur vro bell.

Tremen a rea dre eur c’hoat braz, hag eno he varc’h a lavaraz d’ezhan : — Asa, paotr, me ve mad d’in choum aman, mar karfez sevel d’in eul