Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/84

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


dad ; poket a reaz d’ezho pep eil, ha kenavezo er bed all ! — Red eo d’id dibri eunn tamm-bennag a-raok mont, eme he vamm. — Seurt e-bed, eme-z-han, n’em euz ket a naoun. — Ann tad a falvezaz d’ezhan mont d’he ziambroug, ha deut oa war ann treuzou evit se, pa lavaraz : — Va zad, ne fell ket d’in e teufac’h pelloc’h ; it da gaout va mamm ha list ac’hanoun da vont va-unan d’al leac’h ma’z eo rankout d’in. — Va map, eme ann tad, pa ne fell ket d’id ez afenn pelloc’h, ha pa ne gemerez netra a gement hon euz c’hoant, kas gan-ez dihana ar pez a gavi er c’hoz ti zoul a zo kouezet e penn ar vali. — Gwelet a rinn, eme ar map ; kenavezo ! kenavezo ! hag enn hent.

Ar paotr-man en em gavet e penn ar vali, a ioa o vont e-biou d’ann ti zoul, pa zeu da zonj d’ez­han ar pez en doa lavaret he dad ; sellet a ra ebarz ha p’en devoe poulzet ann or, e wel eno eur marc’h dibret ha sternet. — Em euz aoun va zad ne felle ket d’ezhan e vijenn eat war droad, hag e feiz, pa’z ema ar marc’h-man aman, ez ann d’he gemeret ha d’he vareka.

Brema setu hor paotr, great he gimiad gant­-han hag enn hent. O veza n’en doa diner na gwennek enn he c’hodell, ne ra nemet bale hep dibri, nag eva, nag ehana.

Eunn dervez en em gavet e penn eul lannek vraz, ez eaz da dreuzi anezhi, ha pa’z edo e-kreiz al lan­nek, setu e kleo eunn trouz enn ear kement ma sao he benn da zellet, hag hen ha gwelet diou vran oc’h