Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


c’hreg, o welet he gastiz, a c’houlennaz out-han petra a c’hoarie gant-han : — Ar pez, eme-z-han, a c’hoarvezo gan-e-hoc’h ivez a-benn nebeud aman, siouaz ! Ne lavare ket gaou, rak tost oa he vap da baka he oad.

Ann deiz a-raok ma oe paket he bemzek vloaz gant-han, ez eaz da gaout he dad hag he vamm : — Pemzek vloaz a zo, eme-z-han, abaoue m’e­mounn enn ho ti ; euruz ounn bet gan-e-hoc’h hag ho trugarekaat a rann ; n’hoc’h euz lezet ac’hanoun hep gonuout netra a gement a c’hell da zeski ha da c’houzout eur bugel evel-d-oun. Ho trugarekaat eta a rann enn eur lavaret d’e-hoc’h ez eo warc’hoaz ann deiz d’in da vont kuit diouz­-hoc’h.

Ha petra-bennag m’ho doa bet ann tad hag ar vamm kalz a aked da viret na glevche pe oad en doa, ne dalvezaz netra ann dra-ze d’ezho, o veza ma’z oa bet lekeat ann deiz ma ranke ho map mont kuit d’ar c’houls-ze. — He vamm a ginnigaz aour hag arc’hant d’ezhan da vont enn hent ; ne geme­raz gwennek a-vad, ha lavaret a reaz d’ezhi : — Va mamm, pa’z ounn bet ganet gan-e-hoc’h ez oann noaz-glez ; rak-se ive ez eo red d’in mont kuit hep kemeret netra. Dalc’hit ho madou ha grit gant-ho ar pez a gerrot ; evid-oun-me a ia brema, mall eo d’in ; n’am gwelot hivizikenn ken, m’oar-vad ; kenavezo !

Antronoz da c’houlou-deiz, evel m’en doa gwisket he zillad, e teuaz da gaout he vamm hag he