Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

68
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ho pezo kinnig d’ezhan a bep seurt, ne gemero netra digan-e-hoc’h, ha lavaret zo-ken a raio : — Deut ounn hep netra enn ho ti, hag hep netra ez inn kuit, evel ma’z ounn deut. Ne falvezo ket d’ez­han zo-ken ez afac’h d’he ambroug, ha war ge­ment-se e leverot d’ezhan : — Kemer dihana, va map, ar pez a weli er c’hoz ti kouezet a zo du-ze e penn ar vali.

Sad’ aze, eme ar sorser, kernent am euz da la­varet d’e-hoc’h ; it d’ar gear breman ha kredit ez eo gwir kemend am euz lavaret d’e-hoc’h.

Ann ozac’h a zistro d’ar gear ker laouen hag ann heol ; lavaret a ra d’he c’hreg e devezo eur map a-benn nao miz. — Gwell a ze, eme hou­-man ne wie ket petra a dlie c’hoarvezout diveza­toc’h, rak he fried, a c’hellit kredi, n’oa ket bet ken diskiant da lavaret d’ezhi ar pez en doa klevet gant ann den fur.

Tremen a ra daou, tri miz, gwellaat a ra d’ann itronn. — Mad ar stal, eme ann aotrou, gwir am euz klevet. — Ha gwir oa, rak a-benn ann nao miz hag eunn dervez, ar c’hreg a c’hanaz eur map kaer-meurbed ha ker kre ma vije lavaret en doa bloaz. Brema ar bugel-man a zo maget gant he vamm ha diwallet gant pep seurt aked, a c’hellit kredi. Ann tad hag ar vamm ho doa madou, ha ne espernchont netra evit sevel ho map gwella ma c’hellent.

Dre ma teue ar bugel-man enn oad, ann tad a zizec’he, kouls lavaret, diwar he dreid. He