Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

66
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Eunn dervez evelato hag ann ozac’h ha dont da zonjal ne c’helle ket ar vuez-ze padout gant-ho, hag hen ha mont da gaout eunn den brudet-kaer evit he furnez, hag a lavare ann dud eunn tammik sorser anezhan ; ha kredi a-walc’h a rafenn.

Sada ann ozac’h eta o vont da gaout hen-nez ha lavaret d’ezhan petra oa he vuez gant he c’hrek, ha diwar-benn petra oa buez fall gant-ho. Dreist­-holl, eme-z-han, abaoue ann triouec’h miz diveza hor c’hear-ni a zo eunn ifern, ha ne c’hell ket padout er c’hiz-ze gan-e-omp. Deut ounn d’ho kaout, eme ann ozac’h d’ar fur, da c’houlenn kelenn digan-e-hoc’h evit beza tennet a boan, va greg ha me. — Bez’ e viot, eme egile ; evit eunn nebeud bloavesiou e vezo hep-ken a-vad. Deut gan-en el liors, va mignoun.

Setu neuze ar sorser ha kas ann ozac’h war he lerc’h el liors da gichenn eur wezenn a ioa enn­-hi tri aval : unan glaz, unan melen hag unan gwenn. Lavaret a ra goude d’ezhan : — Va mi­gnoun, kemerit ann hini a fell d’e-hoc’h ha de­brit hen. — He-man a gemeraz ann aval gwenn, ha pa oe debret gant-han, ar sorser a lavaraz : — Debret hoc’h euz ann aval a raio d’e-hoc’h ka­out eur map a-benn nao miz hag eunn dervez ama. Neuze c’houi hag ho kreg a vezo euruz ha laouen, ken euruz ha ma c’hell beza tad ha mamm gant bugel. Ann dervez a-vad ma vezo krog enn he bemzek vloaz, ann dervez-ze ez aio euz ar gear ha n’her gwelot mui. Abarz ma’z aio kuit, kaer