diwar ar bed-man int. Arabad eta, arabad eo e ve den e poan evid-oun. Va fried ker, her goulenn a rann ouz-hoc’h dre ar garantez hoc’h euz ouz-in, dre ar rann-galoun am euz bet pell amzer o veza eat diouz-hoc’h.
He fedenn a oe kavet mad gant ar roue a laoskaz neuze he vamm da vont ac’hano d’al leac’h ma karche. Ne oe klevet abaoue hano e-bed anezhi.
Dre nerz he c’harantez, ar rouanez iaouank a c’hellaz c’hoaz en em harpa er bed. Beva a reaz nousped bloaz goude ha mervel euruz etre di-vreac’h he fried, he bugale hag he bugale-vihan.
Evel e doa lavaret ar gorrigez koz da Gleze, a c’hoarvezaz. Sevel a reaz adarre brezel a-enep ar Zaozon, hag ar re-man a oe trec’het abred dre nerz map ar roue ne roaz ehan d’ezho ken na oent lekeat war ho genou, ken na oe red d’ezho goulenn ar peoc’h evit-mad digant roue Breiz.
Neuze Kleze a c’houlennaz oc’h he dad dimezi ha goulenn evit-han merc’h eur roue-bennag da bried. hep lavaret piou a falveze d’ezhan da gaout, dre ma wie e tlie beza ar brinsez iaouank a anaveze.
Ar roue a gasaz unan euz he berz da glask, enn tu all d’ar mor, merc’h roue Breiz-Veur en doa klevet hano anezhi, ha d’he goulenn evit pried d’he vap. Dre c’halloud ar meanik glaz n’en doa biskoaz kollet he liou nag he nerz, e oe aotreet d’ezhan hag e oe great ann eured gant-ho a-benn