Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

56
AR MARVAILLER BREZOUNEK

bried n′ema ket tost ama ; darn zo hag a gred ez eo maro, hag evel-d-oun-me meur a hini all a oar er-vad ez eo beo hag ema du-ze pell enn eunn toull doun dindan ann douar, e pe leac′h n′e deuz d′en em vaga nemet dour ha bara zeac′h. — Ha piou, va Labousik koant, en deuz lekeat anezhi eno ? — He mamm gaer ha re all zo ama, a zo bet gwalc′het ho daouarn d′ezho gant he arc′hant, evit tevel hag evit nac′h ar wirionez. Ar rouanez koz, gwarisi leiz he c′haloun oc′h he merc′h-kaer, a roaz da gredi d′ho tad e doa he bried ganet d′ezhan tri gi bihan. Ar re-ma a oe lekeat enn he c′hichenn el leac′h m′ema breman, hag ann tri gi-ze a oe tennet er-meaz, pa zeuaz ho tad euz ar brezel. Evelato, gant disfisians euz he vamm, ho tad distro d′ar gear, kaer en devoe goulenn oc′h he-man hag oc′h ben-nez, ne oe ket evit anaout ar wirionez ; kuzet e oe out-han kement tra a ioa bet great d′he bried e-pad ma′z edo e penn he zoudarded. Ha c′houi ho tri, c′houi he vugale, a oe lekeat enn eur c′havell e doare eur vag, ha stlapet e-kreiz ar ster a ia aze e-biou.

Setu petra zo c′hoarvezet, eme al Labous, ha kement a lavarann a zo gwir.

Ar roue iaouank, pa glevaz kement-se, a zavaz enn he zav hag a lammaz da c′houzoug he dri vap, enn eur lavaret a-boez he benn : — E-touez ar re a zo ama hag ho deuz lekeat ho daouarn da ober drouk d′am fried ha d′am bugale, hini e-bed ne d-aio er-meaz hep kaout gopr he labour. A--