Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

52
AR MARVAILLER BREZOUNEK

tad ez oa maro ho mamm nebeud amzer goude beza ganet d’ezhan tri map, a oe lekeat tri gi bi­han enn ho leac’h ; c’houi ho tri oa ann tri map­-ze. Ho tad a zo o choum enn eur gear vraz e Breiz-Vihan, war lez ar mor, e penn ar bed. He gavout a reot o trei war-zu ar c’huz-heol hag o vont ac’han a gleiz rag-eeun.

Ann tri vreur-man a ieaz dioc’h-tu enn ho hent, hag a-benn eiz dervez goude ec’h en em gavchont war eur grec’henn huel a be leac’h e welent ar mor. Ann aod a ioa goloet war-n-hed c’houeac’h leo dro gant eur gear ar gaera a c’hellfet da welet. Eno ann tri-man a c’houlennaz oc’h al Labous hag er gear-ze eo ez edo ho zad ? — Ia, eme-z-han, ebarz ema, ha warc’hoaz, mar kirit, e c’hellot he welet ha komz out-han.

Eur roue eo ho tad ha n’euz roue hevel out­-han. N’euz soudard e-bed war he dro, na war-dro he lez ; miret ha diwallet mad eo evel kent gant he bobl a gar anezhan evel ho zad.

Warc’hoaz kenta e welot anezhan, eme al La­bous, ha mar kirit goulenn out-han lakaat ac’ha­noun-me da gana ha da brezeg, pa vezo oc’h taol gant tud he lez ha gant he gerent nesa, me a roio d’ezhan da anaout ez oc’h he vugale.

Evel a lavaraz al Labous a reaz ann tri vreur. Ar roue, pa welaz anezho ho zri ken hevel ann eil oc’h egile hag oc’h-penn c’hoaz hevel-buez oc’h be bried, a zeuaz he galoun da deneraat enn he greiz : — Ia, ia, eme-z-han out-han he-unan, ann