Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

48
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ann arc’hant. Enn eur gregi e dourn he filiorez, a zeuaz ivez kaer ha koantik holl, e lavaraz da Gleze : — Evit ar pez hoc’h euz great d’am filiorez, oc’h-penn trugarekaat a zo red. Setu e teuot da veza eur roue braz e Breiz goude ho tad ; kement ho pezo c’hoant da ober a reot evit ar gwella ; enebour e-bed na c’hello herzel ouz-hor’h pell ; ho nerz a vezo enn tu all da bep galloud ann dud, gant ma viot leal e pep tra. Hogen evit hoc’h alia e-kever a reot, setu ar meanik glaz am boa roet d’am filiorez evit paka d’in Aval ar gened. Ne d-eo ket bet talvezet nemet da boan d’ezhi ; ra vezo gwelloc’h etre ho taouarn ! Kre-meurbed eo, rak distaget eo bet gan-en dioc’h penn ar mean-braz a dro war-n-han ar bed, evel eur rod war he ael ; tan na dir ne reont gaou out-han ; nemet ann drouk ne ra. N’ho pezo nemet kemeret anezhan pa ho pezo c’hoant euz a eunn dra-bennag ha, gant ma vezo mad ann dra-ze, ho pezo pep tra dioc’h ho c’hoant. Mar bez fall a-vad ho mennoz, ar mean glaz a rusio da genta hag a deuzo goude, mar kendalc’hit e drouk. Sentit ouz-in eta, Kleze, evel hoc’h euz sentet oc’h va filiorez. Me a wie er-vad e tliac’h dont d’he zenna a boan ; me eo am euz ho tigaset d’he c’haout evit ma vije euruz dre-z-hoc’h ha c’houi ivez dre-z-hi. Evel ma’z oc’h map da roue, hi a zo merc’h ; he zud a zo o ren war eur vro gaer enn tu all d’ar mor, hag a-benn pevar bloaz ama, va filiorez, kelennet mad evel­-d-hoc’h dre ar boan, a vezo goulennet d’e-hoc’h