Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/46

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


er-vad a rann hoc′h euz kaloun vad ; n′em euz ezomm e-bed a arc′hant ; eunn tamm bara a vije bet gwell gan-en, m′ho pije bet da rei d′in. Va den mad, eme-z-hi, da be leac′h ez it-hu dre ann hent-man ? — Diez e ve d′in lavaret, mamm goz, rak ne ouzounn ket va-unan. Mont a rann da glask Labous ar wirionez ; al labous-ze n′euz hini evel-d-han hag a lavar da nep a c′hell he baka ar pez en deuz c′hoant pe ezomm da anaout.

— Mar d-eo Labous ar wirionez a glaskit, eme ar c′hrac′h koz, me a c′hell ho kelenn diwar­-benn tizout anezhan. Tri dervesiad bale a zo c′hoaz da ober a-raok en em gavout gant al labous-ze ; bez′ ema e bek eur wezenn vraz hag huel enn eur gaoued aour. Ar wezenn m′ema al labous-ze ebarz a zo e-kreiz eul letonenn ledan, dirak eur maner a zo kaer-meurbed. Miret eo eno gant pep seurt loened heuzuz a strink tan ha luc′hed dre ho daoulagad, dre ho genou hag ho fronellou. Se­laouit c′hoaz : Al labous a glaskit, ar c′haera zo, a zo ivez Labous ar gaou ken na vez paket. Dre-ze eta na gredit ket ar pez a lavaro d′e-hoc′h, pa viot o pignat oc′h ar wezenn. D′ar c′houls-ze he vouez flour a vezo evel aezenn ann hanv, ha lavaret a raio d′e-hoc′h : — Sell d′ann traon, map, sell oc′h da dad, sell oc′h da vamm ! Neuze arabad her selaou, arabad plega ho penn nag ho taoulagad, rak dioc′h-tu e kouezfac′h hag e varvfarc′h evel e-leiz a re all a welot eno mik tro-war-dro. Red eo oc′h-penn e vec′h eno d′ann taol a gresteiz.