Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/304

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


pe wella en devoa enn he di da zibri ha da efa. Goude he goan, Ivon a ieaz da gousket, hag antronoz a-raok sao heol, e oa savet, hag ez ea da gas he vandennad saout d’ar mesiou.

P’en doe kaset anezho pell, e ten adarre war he c’hiz hag e wel ar roufl o tiredek war-n-han. — Ac’hanta, eme Ivon eat e leon dioc’h-tu, ehanet a-walc’h ec’h euz, emichans, ha brema e tenez adarre da c’hounid pe da goll ; koll a ri, m’hen tou. — Bremaik me da vrevo, eme ar roufl. — Goustad, paotr brao, n’oud ket pare mad a-walc’h c’hoaz hag ec’h euz c’hoant da vervel ? — A-raok ma varvinn, te as pezo beac’h, eme ar roufl, oc’h astenn evel dent eur gribin houarn he skilfou lemm ha stank enn he c’henou, ker ledan ha ker ruz hag eur fourn vraz e gor. Al leon dioc’h-tu, o tiskolpa eur pez taouarc’henn, a strink anezhi oc’h daoulagad ar roufl, hag enn eul lamm war he c’houzoug. Mouga a ra anezhan ken a astenn he deod er-meaz keit ha lost hirr eur marc’h. Ar roufl reuget he c’houzouk penn-da-benn a rank koueza ha mervel eno etre ivinou al leon. He-man goude, gant eunn taol pao, a zigor kof ar roufl ken a zifoup he vouzellou heuzuz er meaz ; hag o tont anezho eul leon kaer eno raktal.

Al leon-ze ne oe ket pell evit beza lazet ive d’he dro ha digoret, evel ar roufl. Eunn tigr a lamm neuze er-meaz, ha kaer en devoe lammet ha nijal, kouls lavaret, enn-dro d’al leon, ne choumaz ket