Aotrea a reaz ar brinsez gant-hi ar pez a c’houlenne ; evelato e voa souezet e devoa hou-man lakeat tremen eunn nozvez e kampr ar prins. Lavaret a reaz ann dra-ze d’he zad, gant aoun na vije eunn dra-bennag etre-z-ho. Ar prins koz-ma a roaz neuze gwin-kousket d’ar prins iaouank, abarz ma’z eaz d’he wele, ha neuze e voe laosket plac’h ar ier da vont enn he gampr. Hou-ma neuze a stag gant he Oremus : — Sada me deut, eme-z-hi, d’as kwelet, hag uzet em beuz va daou re voutou houarn hag eur re voutou dir oc’h da glask ; didachet em beuz da roched, ar roched-ze a voa enn-hi tri vanne euz va goad, ha ne c’hellaz den ho c’has kuit nemed-oun.
— Ar prins ne rea van ; mik e voa, ha ne gleve ket anezhi, na netra a gement a lavare d’ezhan. Hou-man neuze a ra he c’hlemmou krevoc’h-kreva ; eunn truez he c’hlevet. — Brema, eme-z-hi, e rez ar skouarn vouzar ; ne voaz ket evel-se gwechall, pa’z edoz dindan kroc’henn eul loen heuzuz. — Adalek ann noz pardaez beteg ann deiz, ec’h hirvoudaz er c’hiz-ze oc’h diskouarn ar prins ne c’helle ket klevet anezhi, ha na rea van, kaer e devoa hou-ma heja anezhan.
Da c’houlou-deiz e voe great d’ezhi mont da gaout he ier, hag hi neuze ha lakaat he iarik arc’hant e-touez ar ier all. Ar brinsez, pa dremenaz dre ar porz, a welaz anezhi hag e devoe c’hoant d’he c’haout, da lakaat gant he c’hillek aour. Paotrez ar ier he gwerzaz ive evit nao mil skoed,